Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/166

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR MANAC’H DOM IAN


XII


Eun devez, Jesus-Krist en doa lakeat en e benn mont da ober eur bale dre vro Leon. En eur dremen dor ar baradoz e lavaras da zant Per dont gantan kevret.

Goude beza baleet dre an henchou epad pell, setu-i o tigouezout dirag eur gouent eus ar re gaera. An iliz, savet uhel, a weled dreist an tiez, evel eun dantelezen astennet en ear. Hag ar gwer a liou oa warnezi a lintre skedus e sklerijen an heol.

— Kouent Sant Vaze-Penn-ar-Bed, a lavaras Jesus da zant Per. Eur gouent eo deus

— 165 —