Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/158

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
EUR C’HASTELLINAD O KAS AN AMZER EN DRO


ha ni ’oar… Mat a rafec’h o lakaat ar penn-eog-se [1] eur pennadig er purkator. »

An Tad Eternel a deuas eur mousc’hoarz war e vuzellou hag a lavaras d’ezo kemen d’ar C’hastellinad dont d’e gaout.



Krapik, a c’hellit kredi, n’oa ket re fier o vont da gaout an Aotrou Doue. Met floura ’reas e vleo, renka mad e chupen en-dro d’ezan hag hen e baradoz Doue, e dog en e zorn.

Goude beza stouet e benn dirag Mestr an Env hag an douar, e lavaras d’ezan ar pez en doa dija lavaret da zant Barnabas ha da zant Medar. — « Ar pez ’zo sur, emezan goude, ma karfec’h, Aotrou Doue, karga eul labourer-douar da gas an amzer en dro, ne ve ket great kement a glemmou ha ma rear, bemdez, betek-hen. »

— Mat eo, eme an Tad Eternel, mat. P’e gwir emaout ama, me ’garg ac’hanout eus an amzer epad c’houec’h miz. Te raio heran amzer epad c’houec’h miz. Te raio da

Gorentin [2], evit ma roio da anaout dre ar

  1. Penn-eog : lezhano ar C’hastellinad.
  2. Corentin : Rener ar gazeten hanvet « Ar C’hourier. »
— 157 —