Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/159

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


« C’hourier », ar garg nevez a roan d’it. Ma teuez a benn da lakaat an holl eürus, me roio d’it, keit ha ma vo ar bed en e zav, ar garg am oa roet da zant Barnabas ha da zant Medard.



An daou zant a gasas ar C’hastellinad da gambr an amzer, er baradoz.

En daou du d’ar gambr oa lasou a istribilh. A zindan al lasou oa skrivet : avel, glao, arne, amzer vrao, glao bihan, lukachen, ha me oar, c’hoaz ? Eun daouzek lasen bennak oa evel-se.

— Te, sel, a lavaras d’ezan an daou zant, n’ez peus netra da ober nemet chacha war al lasou evit kaout ar pez a zo skrivet a zindano. Pa ’pezo c’hoant kaout glao, chach war al las-ma ; amzer vrao : var al las-ze. War al lasou all e vo ar memes tra. Evel-se ez pezo an amzer a giri.

Kalz plijadur d’it er gambr-ma, aotrou Krapig ! Ni deuio en dro da welet, a-benn c’houec’h miz ama.

Hag int-i, sant Barnabas ha sant Medard, en em denna en eur gambr a gostez, d’ober eun taol c’hoari domino.

— 158 —