Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/157

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



Ar c’henta ’gavas ’voe sant Per.

— C’houi eo ar porcher ama, a lavaras d’ezan.

— Ia, va mignoun.

— C’houi ’c’hell lavaret d’in, mar plij, piou a en em emmell eus an amzer e palez [an] Dreinded.

— Peseurt amzer ? An amzer vrao, pe an amzer c’hlao ?

— Eus an eil hag eus egile, aotrou sant Per.

— Evid an amzer vrao ema sant Barnabas hag evit an amzer c’hlao ema sant Medard.



Ar C’hastellinad a voe kaset da eur gambr eus ar baradoz. Hag e voe galvet da zont d’e gaout sant Barnabas ha sant Medard.

Ne ouzor tam ar pez a dremenas etrezo. Met, evid an doare, e ranke beza bet tabut. Rak an daou zant a bignas da gaout Doue.

— « Aotrou Doue benniget, a lavarjond d’ezan, ni ’zo ’tont da veza bet sinkanet gant eun istrogell, eus Kastellin. Lavaret a ra e reomp fall hon labour : ez eus re a zec’hor, eo devet an traou war an douar gant an heol,

— 156 —