Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/156

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR C’HASTELLINAD O KAS AN AMZER EN DRO


XI


Eur weach oa, e traon menez Kelc’h, e Kastellin, eul labourer-douar. Krapig a read anezan.

Hag ar C’hrapig-ze, a veze atao oc’h en em glem deus an amzer. Mennout a rea mont sot pa wele an traou o sevel fall en e barkeier. Ar glao, emezan, eo a vanke. Re a sec’hor… re dom an heol… ha me oar !

Hag eun devez, Krapig lakaat en e benn mont da gaout Doue d’ar baradoz.



Goude bale pell e tigouezas.

— 155 —