Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/150

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR BIGOUDEN HAG AN DIAOUL


gleiz nag a zeou : mont war-eüun, atao. Eun nor uhel ha ledan a weloc’h dirazoc’h pa vezoc’h digouezet. Hounnez eo dor an ifern.



Hep marc’hata, va Bigouden a gemeras an hent a gase da zindan an douar. Mont a rea buana ma c’helle. Ne gouie ket pegement a vale en doa da ober hag en doa aon da veza re ziwezad.

Setu a-benn eur pennad, ma klevas klemmou hag eur jolori spountus : tud o youc’hal, tud o vlasfemi, tud o tamall. An holl o huanadi. E galoun a yea bihan. Met mont a ranke. Hag ez ea. Ha pelloc’h, e pleg an hent, hag hen gwelet an nor houarn. Ruz-glaou oa. En-dro d’ezan an ear oa tomm. N’oa ket souez ! Ar flammou tan a deue er meaz dre gwaskou an nor ha toullou ar voger. Edo e kichen dor an ifern. Krena rea e holl izili. Met e baper a ranke da gaout. Hag hen rei eun taol gant e votez.

Kerkent an nor a zigoras en eur wigourat war he gwidurennou, ha prizoun ar re zaonet oa dirag e zaoulagad.

Hénvel oa ouz eur forn pa vez goret. Hag e kreiz, war eun tron houarn ruz-glaou, e oa azezet mestr bras an ifern, Paol Gorniok.

— 149 —