Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/151

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


En dro d’ezan edo ar re zaonet. Hag e kichen pep-hini eur bern diaoulou bihan o vrouda anezo gant ferier houarn.



O welet ar paotr koz e-tal an nor, Paol Gorniok a reas eur c’hoarzaden ken skiltrus ma tregernas pevar c’horn e balez. An dud daonet en desped d’o foan a zavas o fennou. An diaoul a c’hoarze, atao, leiz e gornailhen, ken a zigore e veg beteg e ziouskouarn. Hag en eur c’hoarzin e lavare : « Ah ! Ah ! te eo ar Bigouden, paotr ar groug ! ah ! ah ! meuleudi d’it evid ar vall az peus da zont ama. Met deuet out araog ar mare merket. Eun devez az poa c’hoaz. Ah ! ah ! ah ! mat ! mat eo. Abalamour ma ’z out bet fidel d’az ker, me lakaio da vab en da gichen pa deuio ama abarz pell. Sell, setu aze, da skabell, ha setu aze hini da vab. »

Hag en eur lavaret kement-se, an diaoul a ziskoueze diou skabell ken entanet ma ’z ea beteg an nein ar flamin anezo.

— Trugarez ! Paolig, a lavaras an den koz. N’oun ket deuet c’hoaz da azeza en da di. Me zo ama, evit kaout diganez ar paper am euz sinet war da c’her, bremaik e vo bloaz.

— 150 —