Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/149

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED





Edo, dija, e ginou an toull. Hag hen gwelet eur paotr yaouank, drant ha seder, o rei e c’hourc’hemennou da eur vanden lakepotet treset fall.

Dioc’h-tu, en doa anavezet e vab.

Ar paotr yaouank hen anavezas ive.

— Sell ’ta ! ’lavaras : va zad ! Ha gant eur ear goapaus : d’ober petra oc’h deuet ? emezan. C’hoant ho peus, ive, d’en em lakaat etouez ar gamaraded am eus ama ?

— Na ra ket goab, va mab, a respountas. Kerkoulz n’oun ket deuet ama da glask kaoziou. Me rank mont d’an ifern hirio, pe e vezin daonet. Sinet em eus d’an diaoul eur paper evit gwerza va ene. An termen evidon a zo en noz-ma, da hanter-noz. N’em eus ket amzer da goll, war a welez. Ma na hellan ket diframma ar paper-ze diouz daouarn an diaoul emaoun kollet. E peleac’h ema hent an ifern ? Ma ’c’h anavezez anezan diskouez hen d’in, buan.

— Ma n’eo red nemet an dra-ze da ober plijadur d’eoc’h, ne vezo ket dies o lakaat eürus. E traon ar c’hao, ama, ez eus eun hent hag a gas da zindan an douar. E penn an hent-se, ’ma an ifern. N’eus da drei nag a

— 148 —