Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/129

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



— Trugarez ! tonton. Bennoz Doue d’eoc’h !



Sant Per o veza en em dennet deus e viched, an Tanguy a deuas d’ar gear, e benn pleget, e zorn en e c’hodellou, an ear da veza o tibri sonjou.

En eur vont en e di e welas e wreg akodet ouz ar bank ha kousket. Dihuna ’reas anezi.

— Ah ! bourjin ! deuet out pelloc’h ? An dra-ma ’zo maerou da zont d’ar gear ? Teir eur ’ao emaoun ouz da c’hortoz. Da goan ’zo yen. N’eus mui a geuneud d’ober tan. Pe da vare, ive, e vezi eun den renket evel ar re all ? E tlefes sonjal, koulskoude…

— Allo ! randounen ! peoc’h d’in-me ! Me zifen ouzit kôzeal araok tri miz.

Monaik a blegas he fenn hep lavaret eur ger. Ha mui ne veze klevet netra, nemed an Tanguy o lounka e voued

— Distenget, avat, a zonjas ar c’hemener. Va zonton zo galloudus. Brema ez an da veza gwaz da eur vaouez ar fura deus ar gwragez ’zo er bed. Gwelomp, adarre, ma vo gwelet.

— Gwreg, a lavaras, ne garan ket da gaout trist. Eur gwaz a c’hell goulen ma teufe e

— 128 —