Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/130

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
NIZ SANT PER


vaouez da veza laouen en e genver. Bez laouen.

N’oa ket a veac’h lavaret e gomz gant an Tanguy, ma c’hoarze Monaig laouenik holl outan. Laouen e tistalias staliou koan. Laouen e roas d’ezan tan da dana e gorn-butun. Laouen, c’hoaz, e plegas d’ezan e zilhad pa ’z eas da gousket. Ha diouz ar mintin pa voe dihunet, en deiz warlerc’h, kenta tra ’welas voe e wregik o c’hoarzin outan gant teneredigez.

— Ped eur eo ? eme an Tanguy. Hirio, mezaon, oun chomet da ober feneantis.

Monaig, mut evel eur pesk, a gendalc’he da c’hoarzin.

— Gwreg ! eme an Tanguy, eun tammig fachet, mat a rez beza laouen. Mes gra eur mousc’hoarz all. Na ziskouez ket, atao, da zent. Lavaret e ve great emaout oc’h ober goab ac’hanoun. Pet eur eo ? Emechans, n’out ket bouzar ?

Monaig ne lavare ger.

— Na me ’zo sot ! eme an Tanguy. Brema e teu da zonj d’in. Gourc’hemennet em eus d’ezi chom hep kôzeal epad tri miz. — Hag en eur zevel e vouez e lavaras : Mat, mat eo, grweg ; brema ’c’hellez kôzeal. Mes arabat

— 129 —

9