Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/128

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
NIZ SANT PER


zet Ivonaik, e kave d’in e oa ar wella, ar garanteuzusa eus ar merc’hed. Kemeret a ris anezi da bried. Epad daou vloaz em eus sonjet, atao, ar memes tra diwar he fenn. Mez goude dek vloaz dimezi e vije lavaret ’oa lakeat eun all en he leac’h. Atao o c’hourdrouz pe o c’hrougnal. N’eo ket evit gouzanv ec’h evfen eur banne, e rafen eun taol domino ; ne fell ket d’ezi, morse, ez afen da gousket d’an tiez all. Ha deuet oun ha ne garan mui nag he dremm, nag he c’homzou, nag he…

— Kôchou ! Sorc’hennou holl ! Lavar d’in, krak ha berr, petra ’fell d’it.

— Petra fell d’in ? petra fell d’in ? Me garfe ober va gwreg diouz va c’hoant ; rei d’ezi ar c’horf a garfen, an ene a garfen.

— Mat ! Kerz d’ar gear. Diwar ar mare-ma, e c’helli lakaat da wreg da veza evel ma kiri.

— Ia ! Penaos ’ta ?

— N’az po nemet gourc’hemen.

— Ne faziit ket ? Sur ?

— Niz ! evit petra e kemerez ac’hanon ?

— Ia ! Met evit he c’horf, penaos e rin-me ?

— Evel evit he ene : en eur c’hourc’hemen ive. Evelkent, mar kavez gwelloc’h, e c’helli gant da zorn ober he c’horf diouz da zoare. Hec’h izili a vezo ker bouk, ma c’helli lakaat anezo evel ma plijo ganez.

— 127 —