Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/127

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



— Da wreg adarre ! Kea da sutal gant da wred.

— Goulskoude, tonton…

— Mat ! Gortoz, neuze. Pa ve da en em emmell diwar-benn kement a zell ouz ar merc’hed, ne gredan, morse, kemer an dra-ze war va c’hount. Ged eun tammig, aze. Me ’zo vont da c’houlen ali digant an Aotrou Doue, Dioc’h ma lavaro d’in, e c’helli goulen diganen, bremaik, ar pez a giri.

Porcher ar baradoz a zerras ar viched. Hag an Tanguy azeza war eur goabren ’oa eno, hag ober eur sigareten.



Abarz pell, sant Per a lakea, adarre, e benn er prenestr bihan, ha laouenik-oll, e lavaras : Goulen diganen ar pez a giri, niz ; an Aotrou Doue en deus roet d’in galloud evid an traou az peus da ziluia.

— Allo ! Kelou mat ! Lezit ac’hanon, tonton, da gounta d’eoc’h eun nebeudig diwar-benn va gwreg.

— Evel a giri.

— Pa ’m oa anavezet Ivonaik — Ivonaik eo hano va gwreg, tonton, — pa ’m oa anave-

— 126 —