Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/126

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
NIZ SANT PER


pa veze e-unan en e di, e komze ouz ar mogeriou.

Bonjouri ’reas e donton ha rei ’reas d’ezan da anaout oa deus ar memes lignez gantan.

Sant Per a lakeas e lunedou war e fri ha da lenn ar paper a ginnige d’ezan an Tanguy. Pa en doe lennet e lavaras : Gwelet a ran ’omp kerent en ugentvet lignez. Petra glaskez ? »

— Eun dra ’garfen kalz kaout diganeoc’h, tonton.

— Petra ? Eur garg huel bennak ?

— O ! n’eo ket, avat.

— Petra ’ta, neuze ?

— Diwar-benn va gwreg.

— Gwaza-ze ! Gwaza-ze ! Mantrus eo an tor-penn a zo, ama, gant an traou a zell ouz merc’hed. An Aotrou Doue, pelloc’h, en deus roet an traou-ze da ziluia d’an dud reuzeudik a zo er purkator evit rei tro d’ezo da verraat o foaniou. Rak etouez an traou-ze ez eus lod hag a zo eun ifern dirouestla anezo.

— Me garfe ober an divors…

— Ro peoc’h ! ne ouzout ket eo kement-se difennet gant iliz Jesus-Krist.

— Mat ! mat ! eme an Tanguy, p’e gwir ne c’heller ket ober an divors, e c’houlennin eun dra all diganeoc’h. Va gwreg.

— 125 —