Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/125

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



An Tanguy, avat, ne veze gwelet, morse, na bosset na kribinset. Met an holl o doa truez outan pa deue da gounta siou fall he c’hroeg a oa, dioc’h ma lavare, feneantez, likaouerez hag eun tammig rastell-doul. [1]

Hogen, ar c’hemener ’oa eun den desket. Paperou deuet d’ezan diwar-lerc’h e dud koz, oa eur bern en e di. Hag an Tanguy, pa veze dibres, oa e blijadur ruilh ha diruilh ar paperou-ze ha sellet outo.

Ha setu eun devez, e lakeas e zorn war eun tenzor, war eur paper hag a ziskoueze sklear oa deus ar memes lignez gant sant Per.

Ia, niz oa da sant Per, mar plij.

O welet en doa eun tonton ker galloudus, e lakeas en e benn, dioc’h-tu, mont d’e gaout evit pedi anezan da lakaat ar peoc’h da ren etre e wreg hag hen.

Digouezout a reas prim e dor ar Baradoz.

An holl a oar ema sant Per porcher eno.

Skei a reas, gant e zorn, daou pe dri daol war an nor. Ha sant Per, lakaat e benn moal en eur prenestr bihan da zellet.

Ar c’hemener n’oa ket mud. Kozeal a rea

evel eur breutaer. Dioc’h ma lavarer, zoken,

  1. « Indiscrète » e galleg. Eur ger eo hag a ve lavaret e bro-Leon.
— 124 —