Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/124

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
NIS SANT PER


IX


Eur weach oa, — brema ’zo mil pell ’zo, avat, — met eur weach oa, atao, hag e oa eur c’hemener hag a read an Tanguy anezan. Dimezet oa da eur gemenerez. Deiz o eured, emechans, en em garient evel ar re all. Met, paour keaz Doue ! ne badas ket pell an eürusded. Bemdez e veze kri ha dalac’hao ken a dregerne an ti eus an traon d’al laez. Bemdez e veze bac’hadou. Hag ar vaouez keaz, goude beza tapet he stal, a ranke pignat d’he c’hambr, bep tro, da louzaoui he gouliou.

— 123 —