Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/119

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



Dallet neat oan. Mil boan ’m oa o tigeri va daoulagad. Met, emon-me [1], petra ’zo ’ta adarre ? Penaos e rankin lavaret neuze, brema ?

— Mastin bihan ! petra da lavaret ? « Doue d’her mougo ! emechans sur. Setu aze ar pez a zo da lavaret.

Hag en eur vont gant ma hent, e kleven, c’hoaz, tonerdeal war ma lerc’h. Setu ama avad, kudennou, a zonjen. Eürusamant ema echu va beach. Bremaik emaoun er vilin. Hag en eur vont e lavaren sederroc’h : Doue d’her mougo !



Oan digouezet dirag eun ti govel. Ar marichal oa oc’h esa c’houeza ’n tan war houarn diou rod kar. Bernia ’rea rubanou a zindan ha war ar mouded. Met an tan oa dies da enaoui. Hag e c’houeze en eun tu hag e c’houeze en eun tu all. Met an tân ne groge ket. Hag e pec’he. Ken drol e kaven anezan ma ne oan ket evit miret da c’hoarzin. Ha dre va c’hoarz e lavaren ar geriou am oa desket

da ziweza : « Doue ra her mougo ! »

  1. E Treger e vez lavaret — emon-me — evit eme-ve.
— 118 —