Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/118

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR C’HLAPEZ


goab ouz eur plac’h yaouank a zo ’vont d’an iliz evit beza eureujet !

— O ! va Doue ! eme-ve, en eur droi ha dizroi va c’horf paour, brevet gant an taoliou. Me c’houlen pardoun ma ’m eus lavaret fall. Mes petra rankin lavaret ?

— Petra ? Lavaret sur : « ra vefent holl evel-se !

— Mat ! mat ! me lavaro.

Hag, atao, bransellet war gein Margot, ez ean en hent, en eur lavaret en dro-ma : « Ra vefent holl evel-se ! »



Digouezet e oan dirag eun ti, e pleg an hent.

Ar moged a zave dre an doen. An traou a strake. Ar flammou tan a deue dre ar prenestr hag an nor. Eur bern tud, en-dro d’an ti, a daole douar ha dour war an doen.

N’em oa, morse, gwelet tan-gwall ebet. Spountet oan. Hag e tremenen ebiou, en eur zibuna va litaniou : « Ra vefent holl evel-se ! »

— Loan vil ! Dal ! setu aze evit da reket milliget, a lavaras eun den. Hag an den-ze a daolas, en eur jarneal, eur bailhad dour ouz va dremm.

— 117 —