Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/120

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
AR C’HLAPEZ





Ar marichal a glevas. — « Dal, pez divalo emezan, moug hennez, ive ! » Hag e taolas ouzin, eun tam glaou ruz-tan. Ne stokas ket ouz va fenn, dre chans. Mez koueza ’reas war dailher Margot. Ha va c’hazeg paour d’an drot. N’he oa ket trotet pell a oa. Met, emechans, e sonje oa gwelloc’h trotal evit miret na gouesfe mui tan warni.

En eur zigouezout er gear, d’ar pardaez, e kountis va flaneden d’am mam-goz.

— Klapez keaz, a lavaras d’in, te ’vo sot atao. Dalc’h sonj, da vihana, mar gellez, eus al lavar koz-ma :

Dre re gôzeal
E taper e fall.


————
— 119 —