Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/105

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED


an ed-du hag ar c’herc’h oa lakeat pep-hini en e vern. N’o doa ket bet izom da vont, holl, diou wech da glask o greunen, kement oa anezo. Hag evel ma oant deuet oant eat kuit. Perig, al laouenedigez en e galon, hag an dour en e zaoulagad, n’en doa ket, zoken, bet amzer d’o zrugarekaat.

Mont a reas da gaout e varc’h : An ed, a lavaras d’ezan, a zo didouezet. Merien a zo deuet eur vanden ha na helfe den da niveri.

— Mad, eme ar marc’h, kea da gaout ar Roue ha lavar d’ezan ez peus great al labour.



Ar Roue ’jomas mantret pa welas.

— Foutre ! a lavaras d’e filhor, eur gwaz out. Mezaon e rankin rei d’it va merc’h da bried. Met araog, koulskoude, e vo red d’it ober eul labour all.

E traon prad ar maner ez eus eul lenn, daou zevez arat a zindannan. Kent beza mab-kaer d’in, e rankez skarza ’l lenn-ze gant eun hanaf toull.

— Eun hanaf toull ? eme Berig ; eun hanaf toull ! Penaos da vihana e rin-me an dra-ze ?

— E giz ma kiri.

— 104 —