Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/104

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
PERIK FILHOR AR ROUE



— Oh ! me ne ouzoun ket. N’en deus ket lavaret nan d’in, koulskoude. Nemet, emezan, an hini ’vo pried d’e verc’h a ranko, en eur penn-devez, didoueza mil sac’had ed ha lakaat pep-hini en e vern, an heiz, ar gwiniz, ar c’herc’h hag an ed-du ! An dra-ze zo eul labour ha ne c’hello den da ober.

— Eo, Perig. Galv war da zikour rouanez ar merien, ha te ’welo.

— A gav d’eoc’h ? eme Berig.

— Ia zur.

Ha Perig d’ar c’hrignol da zellet ouz an ed. Beza oa eur mell bern, a c’helloc’h kredi. Mil sac’had ed ! Deus ar zolier beteg an doen.

— Mad, eme Berig. Me zo ’vont da welet. Ha gant eur vouez glac’harus, e benn troet ne ouie warzu peleac’h, e lavaras : « Rouanez ar merien. O ! ma ve ho madelez, deuit war va zikour !… »



A veac’h ma en doa komzet e voe gwelet merien o tont dre bep seurt hent. Lod a deue dre an nor, lod all dre ar prenestrou : re all c’hoaz dre gwask mein ar pignoun, ha re all dre an doen. Mont a reant d’ar bern ed. Pep-hini a gemere he greunen. N’oa ket dek munut ma oa eno, an heiz, ar gwiniz,

— 103 —