Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/103

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
E KORN AN OALED



Ar Roue a zirollas da c’hoarzin. Drol e kave gwelet mab eur boutaouer-koad o c’houlen beza e vab-kaer.

Ne lavaras ket nan, krak ha berr, koulskoude. Mez en em gemer a reaz a hent all, en eur zonjal distrana anezan.

— An hini ’vo pried d’am merc’h, a lavaras d’ezan, a ranko ober meur a labour dies. Da genta, aze ’zo ed er c’hrignol, war dro mil sac’had. Beza emaint kerc’h ha gwiniz, ed-du hag heiz, holl mesk-ha-mesk. An hini ’vo mab kaer d’in, a ranko, en eur penn-devez, didoueza holl ar greun-ze ha lakaat pep-hini en e vern.

Perig a blegas e benn. Sonjal a reaz, merc’h ar Roue ne vo ket dimezet, morse. Piou ’c’hello, en eur penn-devez, didoueza kemend-all a ed ha lakaat pep-hini en e vern ?

Pa voe echu e bourmenaden ez eas da gaout e varc’h. Edo melkoniet holl, hag e dal a verke pegen poaniet oa e galon.

— Petra ’zo, Perig, a lavaras d’ezan e varc’h. Te ’peus melkoni.

— Ia, eme Berig. Me ’gar merc’h ar Roue. Karout a rafen kaout anezi da bried. Met ar Roue ne fell ket d’ezan.

— Perak ’ta ?

— 102 —