Pajenn:Jezegou - E korn an oaled, 1923.djvu/106

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
PERIK FILHOR AR ROUE



Ha Perig, doaniet adarre, ha da gaout e varc’h.

— Petra zo ’ta, c’hoaz, eme ar marc’h ?

— Eo red, brema, skarza lenn ar maner gant eun hanaf toull.

— Al labour-ze n’eo ket diesoc’h eget egile. N’az pezo ket izom, zoken, deus da hanaf toull. Galv, en taol-ma, war da zikour, rouanez ar gwazi.

— Ah ! sell, ia ’vad ; na zonjen mui.

Ha Perig, d’ar c’haloup, da gaout al lenn. Hag eno, goude beza troet ouz ar pevar avel, e lavaras : « Rouanez ar gwazi, deuit war va zikour, mar plij. »

Kerkent e welas gwazi, var nij, o tont deus ar c’huz-heol, ar zao-heol, an hanternoz, ar c’hreisteiz. Beza ’oa re yaouank, re goz, re vras, re vihan. Ken bras oa ar vanden, ma oa kuzet an heol ganto. Disken a rajont war al lenn. Pep-hini a gemeras he loumig dour. Al lenn oa dizec’het buanoc’h eget na heller lavaret. Eur waz koz, bet torret hec’h askel, a zigouezas eun tammig bennak war an diwezadou. Turia ’reas al lec’hid en eur grial : « Koag-koag ! Koag-koag !… » Met kaer he devoa turiat ne gavas ket eul lipaden.

Perig, laouenik holl, a yeas da gaout ar Roue hag a lavaras d’ezan oa seac’h al lenn.

— 105 —