Pajenn:Jezegou - Ar Meudig. Feiz ha Breiz, 1935.djvu/9

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
286

divarn ; mont a reas da gerc’hat eur pez kountell hag en eur dostaat ouz ar vugale hel lemmas war eur maen-higolen.

Kregi a reas en unan anezo evid e laza ; e wreg a lavaras d’ezan : « D’ober petra ez it ? Daoust ha n’ho pezo ket a amzer a-walc’h d’o laza warc’hoaz ?

— Eo, dâ, eme ar Rouf, met ma vezont lazet hizio, o c’hig a vezo boukoc’h !

— Boukoc’h eo, zur, ya ! Aze ez eus kig a-walc’h evit c’hoaz ; beza ez eus eul leue, daou benmoc’h ha tri maout er jarnel.

— Gwir a-walc’h, a leveres, eme ar Rouf ; ro d’ezo da zebri, rak n’int ket re lart ha kas int da gousket.

Ar vaouez kêz a lamme gand ar joa hag a fardas d’ar re vihan eur goan eus ar re wella ; met, siouaz, kals aoun o devoa kemeret ha ne c’hellent ket debri.

Ar Rouf a en em lakeas da eva ; laouen ec’h en em gave da gaout peadra da rei da zebri d’e gamaraded ; kemeret a eure eiz litrad gwin muioc’h eget ne oa boas da gemeret hag e rankas mont da gousket.

Ar Rouf en devoa seiz merc’h, yaouankik flamm c’hoaz o seiz ; pennou linvrin a oa outo dre ma tebrent bemdez kig fresk, evel o zad, met o daoulagad a oa marellet, o fri, kamm, evel beg eur gaouenn, hag o genou flanchet ledan ; ne oant ket, c’hoaz, drouk-drouk, met prometti a raent evid an amzer da zont, rak kregi a raent dija, gand o dent, er re vihan, evit suna o gwad.

Es dervez-se e oant bet kaset abred da gousket o seiz en eur gwele bras ; war benn pep hini e oa laket eur gurunenn aour.

Er memez kampr e oa eur gwele all ; gwreg ar rouf a lakeas ar seiz paotr bihan er gwele-se ; ar Meudig en devoa gwelet kurunennou aour war bennou ar merc’hed bihan ; sonjal a reas e c’hellje, marteze, ar Rouf, chench frou-