Pajenn:Jezegou - Ar Meudig. Feiz ha Breiz, 1935.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
285


Ar vaouez ouz o gwelet ker koantik ha ker mignon a zirollas da lenva :

— Allas ! bugaligou baour, emezi, da belec’h oc’h deuet ? aman emaoc’h e ti eur rouf hag a zebr ar vugale vihan.

Mat, itron, eme ar Meudig, petra dalv d’eomp ? Mar deomp en dro d’ar c’hoat, ar bleizi hon debro ; koulz e kavomp mont e kov hoc’h aotrou, ma ve red, evel e kov ar bleiz ; mes, marteze, en devezo truez ouzomp.

Gwreg ar Rouf o kredi e c’hellje o c’huzat, beteg ar mintin, ouz he gwaz, o lezas da zont en ti hag a reas d’ezo tomma. Tan bras a oa en oaled ; ouz ar ber e oa eur maout a-bez evit koan ar rouf.

A vec’h ma oant dastumet en dro d’an tan ma voe skoet tri pe bevar daol war an nor ; ar Rouf a oa o tont d’ar gêr ; ar wreg a vountas ar vugale a-zindan eur gwele hag a yeas raktal da zigeri d’he gwaz.

Prest eo koan ganez ? eme ar rouf.

Hag hen raktal e stern an daol ; ar maout, en e bez a voe laket dirazan ; met, e lec’h debri, ec’h en em lakeas da griza e fronellou ha da c’houesa du-man, du-hont.

— Me a zant c’houez ar c’hig fresk ! emezan.

— A ! ya ! eme ar wreg, c’houez al leue am eus, lazet a-benn warc’hoaz, emichans !

— Me a zant c’houez ar c’hig fresk, a lavaran d’it, eme ar Rouf, en eur zellet balc’h ; aman zo eun dra bennak hag en eur lavaret an dra-ze ez eas da furcha a-zindan ar gwele,

— A ! evelse eo ! pez fall ; c’hoant va zrompla az poa ; ne vefen ket pell evit da lounka ivez ; brao eo d’it beza eur bern eskern sec’h ; setu aze jibier hag a gouez dres pa vez ezomm anezan. Tri eus va mignoned a deuio d’am gwelet, en derveziou-man ; ne vanko ket a gig da rei d’ezo !

Hag e chachas ar baotred vihan, eus a zindan ar gwele, an eil goude egile. Ar vugaligou geiz a en em lakeas, war o daoulin, en eur c’houlenn truez ; met ar rouf a oa kris ha