Pajenn:Jezegou - Ar Meudig. Feiz ha Breiz, 1935.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
284

du-hont, e welas evel skleur eur c’houlaouenn, met pell, en tu all d’ar c’hoat.

Diskenn a reas eus ar wezenn met neuze ne wele mui netra hag e oa ken nec’het ha biskoaz.

Koulskoude, gand e vreudeur, e kerzas kevred, en tu ma en devoa gwelet ar sklerijenn ; treuzi a reont ar c’hoat hag e tigouezont, goude bale kalz, en ti me edo ar goulou, . Skei a rejont war an nor.

Eur vaouez a deuas da zigeri hag a c’houlennas diganto Petra glaskent.

— O ! feiz, eme ar Meudig, ni glask eun toull da gousket, ma ve ho madelez ; ni a zo seiz breur bihan, kollet er c’hoat hag a zo reuzeudik hor stad.