Pajenn:Jezegou - Ar Meudig. Feiz ha Breiz, 1935.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
383


Met, mantret hoil e chomas pa c’hoanteas dont war e giz ; al laboused a oa deuet hag o devoa debret ar bruzun bara ; setu inti o seiz, glac’haret holl, rak dre ma valeent ech en em gollent muioc’h mui hag ez aent dounnoc’h-dounna ebarz er c’hoat.

An noz a gouezas ; sevel a reas eun avel spountus hag a rae d’ezo mil aoun ; mennout a raent klevet youc’hadennou ar bleizi, ne gredent mui na kaozeai na sellet war o lerc’h ; glao a deuas gand an dra-ze hag e oant treuzet beteg an eskern ; rinkla a raent hag e kouezent er pri.

Ar Meudig bihan a zavas e beg eur wezenn evit gouzout ha ne welje Ket eun dra bennak ; o trei e benn, du-man