Pajenn:Jezegou - Ar Meudig. Feiz ha Breiz, 1935.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
282

e wreg a dorre e benn outan o rebech ken alies all d’ezan ar memez tra.

Ar c’hlaouaerez a oa atao beuzet en he daerou : « Va bugaligou baour, a lavare, e pelec’h emaint ? »

Eur wech e lavaras ar c’homzou-ze ker krenv ma teuas d’he bugale he c’hlevet ; neuze e tirolljont holl da grial : « Aman, mamm, aman ’maomp ! »

En eur redadenn ar vamm a oa e toull an nor evit digeri d’ezo ; o chacha a reas war boull he c’halon : « O ! va bugaligou, emezi, na pebez plijadur am eus me ouz ho kwelet ! skuiz oc’h, sur, ha naoun ho peus Ha te, Perig ? O ! nag a bri a zo ouz da zilhad ! Deus aman m’o c’hempennin d’it.

Perig a oa he mab kosa. Beza en devoa bleo ruz eveldi hag abalamour da-ze her c’hare dreist ar re all. Mont a rejont holl en dro d’an daol ; debri a raent ker c’houek m’o devoa o zad hag o mamm plijadur o sellet outo.

Evurus dreist e oa an dud keis-ze o kaout o bugale en dro d’ezo ; an eurusted-se a badas keit ha ma padas an dek skoed ; met pa oa teuzet an arc’hant e oant adarre ken nec’het ha biskoaz.

Sonjal a rejont, evid an eil gwech, kas o bugale d’ar c’hoat bras hag evit dont mat, a-benn eus o zaol, e sonjchont o c’has, kals pelloc’h c’hoaz eged er wech kenta ; ar Meudig bihan en devoa o c’hlevet, er wech-man c’hoaz, o kuzulat; sonjal a reas raktal mont adarre da gerc’hat bili, met, pa zavas, e kreiz an noz, da vont d’ar stêr, e kavas, siouaz, an nor prennet.

Nec’het e oa o klask gouzout petra da ober.

O mamm a-raok o c’has kuit d’ar c’hoat a roas d’ezo peb a damm bara hag ar Meudig a zonjas e c’hellje ober gant bruzunou bara ar pez en devoa grêt gant grouan : lakat a reas e vara en e c’hodell.

An tad hag ar vamm o c’hasas el lodenn denvala eus ar c’hoat hag a en em dennas adarre kuit hep gouzout d’ezo.

Ar Meudig bihan ne gemeras ket nemeur a nec’hamant ; kaout a raje e hent, a gave d’ezan, evel en dro genta, rak dre ma teue d’ar c’hoat, da heul e vamm, en devoa bruzunet e damm bara a-hed an hent.