Pajenn:Jezegou - Ar Meudig. Feiz ha Breiz, 1935.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
281


Mont a rejor d’ar c’hoat, met ar Meudig ne anzavas ger ouz e vreudeur.

Er c’hoat bras ar c’heuneud a oa ker stank ma n’en em welet mui ha goude ma ne vijed bet nemet dek kammed an eil eus egile. Ar glaouaer a en em lakeas da zastum gwedinier da fagodi ; an tad hag ar vamm ouz o gwelet krog mat en o labour a en em zilas kuit a nebeut da nebeud.

Pa welas ar vugale e oa tec’het o zad hag o mamm ec’h en em lakejont da ouela ha da grial a-bouez penn ; ar Meudig bihan o lezas da vleujal ; hen ne oa ket nec’het evit kaout an hent da zont d’ar gêr, rak dre ma teue en devoa lezet da goueza ar bili hag ar grael a oa en e c’hodellou.

« N’ho pezet aoun ebet, a lavaras d’e vreudeur ; tad ha mamm o deus hon Izzet aman, met me ho kaso d’ar gêr; n’ho peus nemet dont d’am heul. »

Mont a rejont, war o lerc’h, beteg ar gêr, dre an hent o devoa grêt evit dont d’ar c’hoat; ne gredjont ket, da genta, mont en ti ; en en lakat a rejont ouz an nor evit selaou ar pez a lavare o zad hag o mamm.

En eur zont eus ar c’hoad, kollet o bugale ganto, ar glaouaer hag ar c’hlaouaerez a gavas, en ti, Aotrou ar Maner ; deuet e oa da zigas dek skoued a vanke d’ezo abaoe pell; kement-se a lakeas eun tammig buhez da zont enno, rak dare e oant gand an naoun.

Ar glaouaer a gasas raktal e wreg d’ar gigerez ; evel ma oa pell abaoe ma n’he devoa ket debret e prenas teir gwech re a gig evit koania daou zen ; p’he devoa debret he gwalc’h, ar c’hlaouaerez a lavaras : « Allas, Doue ! e pelec’h ema breman hor bugale ? O ! Laouik paour ! Te a zo kaoz ma ’z int kollet… Petra ! marteze ar bleizi o deus o debret. Te a zo dic’hras ha digalon, Laouik, da veza evelse, kaset da vugale da goll. »

Randounenna a reas ouspenn kant gwech ar memez tra ; he gwaz, droug ennan er fin, a c’hourdrouzas he c’hanna ma ne deuje ket da devel.

Ha koulskoude, e gwir, emedo, ar rezon vat ganti ; met