Pajenn:Jezegou - Ar Meudig. Feiz ha Breiz, 1935.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
287

denn epad an noz ha dont d’o laza hag hen ha sevel da gemeret ar c’hurunennou aour diwar bennou ar merc’hed evid o lakat war bennou e vreudeur.

Bez’ e oa diviner ; ar Rouf a zihunas wardro an hanter noz ; keuz a zavas gantan da veza chomet hep laza ar vugale ; savel a reas raktal eus e wele hag en eur gemeret e gountell vras e lavaras : « Deomp da welet penaoz ez a ar seiz kanfart ; en dro-man, ne vankin ket warno. »

Pignat a reas, hep goulou, en eur doulbapat, e kampr e verc’hedigou ; tostaat a reas ouz gwele ar c’hurunennou aour « Daonet ! emezan, edon o vont da ober eun tamm labour brao ! ’Meus aoun em oa gwall evet dec’h da noz ! »

Hag ez eas da gaout gwele e verc’hed ; o fennou a gavas dizolo : « Aze eo, emezan ; ema al lapoused aman !

Allo! labouromp ! » hag e trouc’has raktal o gouzoug d’e zeiz merc’h.

Evurus eus ar pez en devoa grêt ez eas adarre d’e wele.

Ar Meudig a oa war evez ; kerkent ha ma klevas ar Rouf o roc’hat e tihunas e vreudeur : « Deomp ac’halen ! » a lavaras d’ezo, hag ez ejont didrous er mêz eus an ti.

Pa oa dihunet ar Rouf diouz ar mintin, e lavaras d’e wreg : « Kerz da zevel ha da wiska ar seiz lampoun a oa deuet aze dec’h da noz ! »

Ar Roufez a oa mantret o klevet he gwaz o kaozeal er c’hiz-se ; pignat a reas d’ar gampr ; eno e voe strafuilhet holl o kaout he bugale lazet ; koueza reas semplet war leurenn ar zolier.

Ar Rouf a weled ne ziskenne ket e wreg a bignas war laez.

Mennout a reas sempla ivez pa welas ar pez a oa c’hoarvezet : « A ! petra ’m eus grêt ? emezan ; o ! an dra-ze a baeint ker hag e raint ! »

Strinka reas eur zailhad dour ouz penn e wreg ha pa voe dizemplet e lavaras d’ezi : « Ro d’in buan va boutou seiz leo ma ’z in d’o zapout ! »

En em lakat a reas en hent ; bep kammed e rae seiz leo ; klask a rae du-man, du-hont ; ar baotred vihan her gwele o vont eus an eil menez d’egile, buanoc’h eged an avel.