Pajenn:Jezegou - Ar Meudig. Feiz ha Breiz, 1935.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
288


Ar Meudig a gavas eur roc’h toull hag ez eas ebarz gand e vreudeur evid en em guzat.

Ar Rouf, skuiz maro da veza redet a-dreuz hag a-hed a deuas da azeza war ar roc’h-se ; en em deurel a reas da gousket ; abarz pell goude, e roc’he ken e tregerne gantan ar vro tro-war-dro. Ar baotred vihan o devoa c’hoaz kement a aoun eget p’o devoa e welet e gountell digor gantan evid o laza.

Met ar Meudig n’en devoa ket a aoun. Tostaat a reas ouz ar Rouf hag e tennas digantan e voutou ; ar boutou-ze a oa bras ha ledanik, met eur boutou ’oant hag a deue atao d’en em ober diouz an troad o gwiske ; ar Meudig a en em dennas kaer ganto.

Da genta ez eas da balez ar Roue. Eno e oat doaniet o c’hedal kelou eus soudarded a oa daou c’hant leo ac’hano.

Ar Meudig a yeas da gaout ar Roue hag a lavaras d’ezan e tigasje d’ezan, a-raok an noz, m’en devoa c’hoant, kelou eus e zoudarded, Ar roue a brometas d’ezan eur yalc’had vat a arc’hant ma c’hellje ober kement-se.

Ar Meudig a zigasas d’ar Roue, en dervez-se zoken, ar c’helou a c’hortoze ; ar redadenn-se a reas d’an holl e anaout hag e c’houneze ar pez a gare oc’h ober kevridiou.

Goude beza bet eur pennad o kas hag o tigas keleier ha dastumet, en doare-se, kals arc’hant, e teuas da di e dad, el lec’h ma voe digemeret gand ar blijadur ar vrasa ; prena a reas peb a diegez d’e vreudeur ; rei a reas pansion d’e dad hag holl e vevjont eurus betek o maro.


Kristof JEZEGOU.


————