Pajenn:Jezegou - Ar-paour keaz Mizer. Feiz ha Breiz, 1908.djvu/3

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 251 —


— Mad, eme zant Per, diskenn d’ar gear. Bez ez pezo ar pez az peuz goulennet ; mez arabad distrei mui aman, pe ez pezo keuz divezatoc’h. »

Mizer a ziskennas.

Erruet en traon, e vel eun ti nevez, kaër meurbed, hag e wreg gwisket kaer, o tiouall peder bioc’hik.

Mizer a oa eurus ha laouen. E wreg n’oa ket mestrez dezi he-unan gant he lorc’h.

Eun devez e lakeas he dilhad kaëra hag ez eaz da ober eur bourmenadenn. Pa oa deuet d’ar gear e oa du he bisaj, ha drouk enni ken a strakle.

— « Alo ! eme Vizer, petra zo adarre ? »

— « Petra zo, emezi ? Me ne din biken mui da ober pourmenadenn ebed. Hizio oun eat war an hent gant va dilhad ar re gaëra, ha Yan hag e bried a ioa evel faë ganto ouz va gwelet ; n’o deuz ket zoken prijet va saludi. »

— « Oh ! oh ! soden geaz, eme Vizer, ne ve het dleet ar zalud nemed d’ar Rouanez ha d’ar Roue. »

— Mad, perak ne vefemp-ni ket Rouanez ? Sotoc’h egedomp-ni o deuz an henor-ze. Pign adarre buhan da gaout sant Per, ha goulenn digantan ma vezimp Roue ha Rouanez. Lavar dezan e roimp kalz aluzennou hag e vô evelse nebeutoc’h a dud paour war an douar. »

— « Hen gwelet a rit, eme Vizer gant eun ear dipitus. »

D’an deiz varlerc’h, Mizer a bign en dro er faven ; mez ne gerz ket ker kalonek na ker buhan hag er wech kenta.

Erruet dirak dor ar baradoz, ne grede ket kregi er morzol.

Sant Per, o klevet eun tammik trouz, a gor zigor an nor. — Petra, emezan, Mizer fall, ama emaout adarre ? »

— « Ya da ! sant Per benniget, va fried a fell dezi e vije Rouanez ha ma vijen Roue ; nebeutoc’h a dud paour a vô, rak hon daou hon deuz kalonou karantezuz. »

— Mad, kerz d’ar gêr, eme zant Per. Pa z’eo dre garantez evit ar paour eo e c’hoanteez beza Roue, e roïn ar c’hraz-ze d’id ; mes ne bign ket

ken da c’houlen netra pe ez pezo keuz. » — « Bennoz deoc’h, sant Per venniget ! Oh ! breman ne deuin mui betek ennoc’h. »