Pajenn:Jezegou - Ar-paour keaz Mizer. Feiz ha Breiz, 1908.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 252 —


Mizer a zisken d’an traon. Mantret oa pa zigouezaz, o welet e wreg azezet en eur gador vourret hag eur vandenn aotronez hag intronezed en dro dezi. — Eürus en em gavent er stad-ze ; morse n’oant bet eürusoc’h.

Mez eun devez en eur gribat he fenn, ar Rouanez a welas eur vleven wenn deuet da heul ar grib ; mennout a reas kaout eur zempladenn.

— « Oh ! emezi, daoust d’in da veza Rouanez, e rankin mervel er memez tra.

Ha ma vefemp, emezi d’he goaz, te Doue ha me ar Verc’hez ; neuze avad ne varfemp ket ! »

Mizer a ieaz drouk ennan o klevet eur seurt randounennerez.

Mez e wreg ne ehane da boursu warnan da vont en dro da welet sant Per. « Eur Roue ha ne vefe ket henvel d’euz eur porc’hell o larda en e graou, a dlefe, emezi, c’hoantaat beza Doue. »

Mizer, poan dezan en e benn o klevet eur seurt diotach, a zistag ganti eur javedad.

Ha setu ar Rouanez da youc’hal : « Ar Roue en deuz skoët ganen, ar Roue en deuz skoët ganen. »

— Tav, tav, gwreg, ha varc’hoaz me’z ei adarre da gaout sant Per. »

En devez varlerc’h Mizer a bignas adarre, mez en dro-man e oa lostok o vont. Erruet e kichen dor ar baradoz, ne grede ket skei ; mez sant Per a glevas trouz. hag a gorzigoras an nor : « Sell, Mizer, te aman adarre ? Gortoz, gortoz ; kaër vô rei d’id, te c’houlenno ato gwelloc’h, kea da zutal. »

En eur lavaret kement-ze, sant Per a roas eun taol d’ar faven a harpe he fenn er baradoz : ar faven a ieas raktal da netra ha Mizer a gouezaz war an aoled e kichen e wreg ker paour ha biskoaz.

Kontet gant Laurans ar Voul, Kastellin
Doph ar Mezou.
————