Pajenn:Jezegou - Ar-paour keaz Mizer. Feiz ha Breiz, 1908.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 250 —


« Ro dezan eur faven a lavaras an aotrou Jezuz. » Ha sant Per d’he c’hodell ha teuler eur faven e dourn ar paourkeaz.

— « Bennoz Doue, warnoc’h, aotrou, eme Vizer. »

En eur erruout er gear, Mizer a ioa foug ennan, o lavaret d’e wreg en devoa gwelet sant Per, sant Yan hag an aotrou Doue.

— « Alo, gwell a ze, mar peuz karget da gof o sellet outo. »

— Karget va c’hof… Sell, setu aman eur faven hag am euz bet diganto. »

— « Ah ! neuze ’z peuz bet eur pez kaer. Beza goulennet da vihana, ivez dioc’htu, keuneut d’he foazat, hag aman d’he frita.

— « Oh ! kea ato, gwreg. »

Ha Mizer, lakât ar faven war an aoled, etouez al ludu. Kerkent, koulz lavaret, ar faven a c’hlazaz, sevel a eure buhan, buhan. Abenn m’oa pred mont da gousket, ar faven a zave he skourrou er meaz dre ar chiminal. Pa zafjont diouz ar mintin, penn ar faven a ioa kuzet er c’hoummoul.

— « Ah ! Mad, eme ar wreg, an aotrou, n’en deuz ket great goab ac’hanout evelkent. Pigne skourrou da faven da gutuilh fa abenn lein. »

Mizer a bignas, hag a skour da skour, e savas, e savas ; abars ar fin, setu hen erruout dirak eun ti kaër : an nor a oa prennet ; war an nor e oa eur morzol aour da skei war eur bladen arc’hant da c’houlen digor.

Kement em euz pignet, eme Vizer, ma tlean beza, sur awalc’h, e kichen dor ar baradoz.

Ha Mizer skei daou daol war an nor gant ar morzol aour.

— « Piou zo, eme eur vouez c’hros ? » Mizer a anavezaz dioc’htu mouez sant Per.

— « Ar paourkeaz Mizer, emezan, aotrou « sant Per benniget. »

— Petra glaskez, eme zant Per ? »

— « C’hoant am euz da gaout eun ti ; rak an ti m’emaon ennan, zo prest da goueza war hor c’hein ; ouspenn e karfen kaout diou pe deir bioc’hik. »