Pajenn:Jezegou - An tri breur hag an aotrou. Arvorig, 1913.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 69 —

fachet ebet, avad ! Kê breman da ziwall ar moc’h aze el leur-gêr.

— Mad, hag ec’h an.

E oa gant ar moc’h, pa zigoue eur marc’hadour da dremen.

— Pegement da voc’h, pôtr ? a lavaras d’ean.

— Daou-c’hant skoed, eme ar mevel, nemet e virin an hini bihanan hag e renkan kaout eun tamm eus lost pep hini eus ar re-all.

— Marc’had grêt, eme ar marc’hadour.

Pa oe êt ar marc’hadour endro gant e garg voc’h, ar mevel a blantas o lostou ’barz eur fontigel hag a voutas ive er pri ar penmoc’h fall oa chomet gantan.

Hag hen neuze buhan d’ar maner, en eur grial :

— Otrou, founnus, deut founnus! Eman ho moc’h o vont holl d’an ifern ! Ne weler mui nemet o lostou ! Deut, deut buhan !

— An ôtrou a deu d’ar red hag a ’n em lak da jachan war al lostou. Ken krenv e chache ken e kouee bep tôl war lein e gein.

— Mes e vevel ne rê ket memes tra. Chachan rê goustadik war ar penmoc’h fall. Tennan reas anean ermêz.

— Mil azen ! e lavaras d’an ôtrou ; c’houi jach re warne hag e torret o lostou. Ma karfec’h jachan goustadik !

— Red buhan d’ar maner da gerc’hat diou bal, eme an ôtrou, ma toulfomp warne !

— Mad !

— Pa oe digoueet er maner, e kavas diou verc’h an ôtrou o vont da bourmen d’al liorz.

— Ah ! fidouah ! emean d’e, me oa o vont d’ho kerc’hat. Ho tad an eus lavaret d’in ho kas ho-tiou da bourmen.

— Hon zad, eme, an eus lavaret ze d’ec’h ?

— Oh ! gortozet, emean, breman souden e welfet !

Hag hen da huchal a-bouez e benn :

— O-diou o c’hasin ganin, ôtrou ?

— Ya, eme an ôtrou, o-diou sur, o-diou, ha hast buhan !

Ar pôtr a yeas gant an diou blac’hig da bourmen d’al liorz.

An ôtrou, dirak lostou e voc’h, a golle pasianted.