Pajenn:Jezegou - An tri breur hag an aotrou. Arvorig, 1913.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 70 —


— Dampet emean, pelec’h e chom al lampon-ze ?

Hag hen da welet. Mantret e vanas, pa gavas e vevel o pourmen el liorz gant e ziou verc’h.

— Tam kokin, tam lampon, aze ’m oa laret d’it mont ?

— Petra, ôtrou, fachet oc’h ?

— Fachet ? Daoust ha n’eus ket peadra da vont en kounnar ? eme an ôtrou, pez divalo mac’h out !

Hag ar mevel en eul lamm en ti, tennan ar pevar-c’hant skoed eus ar chiminal, ha gante da gaout e vamm d’ar gêr.

Lies a wech e ve tapet fall
Neb a gar tapout ar re-all.


(Diwar Kontadennou an O. Jézégou.)