Pajenn:Jezegou - An tri breur hag an aotrou. Arvorig, 1913.djvu/5

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 68 —


— Pelec’h eman ar giez ? emei.

— Oh ! fe, n’ouzon ket kaer, e lavaras ar mevel. Bremaïk e oa aze warlerc’h eur c’honifl.

— Ah ! sell, ya, avad. Eman a-hont war he fenn en enn toull konifl… Finet ! Finet ! Tie, Finet, tie, Finet !…

Hag ar vatez, pa wele ne deue ket ar giez, mont d’he c’haout ha chachan warni evit he zennan ermêz. He c’horf a deuas, mes he fenn a chomas en toull.

— Oh ! emei, strafilhet oll, me ’m eus dic’houget ar giez !

— Allo, e lavaras ar mevel. breman ho peus grêt eun tôl-kaer !… Roet kant skoed d’in, ha me laro d’an ôtrou am eus lazet anei.

— Oh ! a galon vad !

Hag ar pôtr yaouank d’ar maner.

— Otrou, emean d’e vestr, me ’m eus lazet ar giez. Hounnez a groge yud. Dic’houget am eus anei. Michans, ôtrou, n’oc’h ket fachet ?

— Oh ! nan, nan sur, eme an ôtrou. Mes lann awalc’h teus troc’het. Kê breman da stouvan daou doull a zo war ar park du-ze, e kichen ar gwarem lann. An ejenned ne reont nemet mont da laerez dre an toullou-ze.

— Mad, hag ec’h an.

Pa oe arru er park, e tiwadas an daou ejen. Goude-ze, e savas ane war o zreid hag e lakas unan da stouvan pep toull.

Ar vatez oe kaset gant an ôtrou da welet al labour. Mont a reas betek an daou ejen. Boutan reas warne evit o c’has kuit eus an toullou. Mes an ejenned a goueas d’an douar. Strafilhet oll adarre, ar plac’h a huchas war ar mevel :

— Oh ! ma Doue ! ma Doue ! me ’m eus torret o diouhar d’an daou ejen !

— Allo, eme ar mevel, neuze ho peus grêt eun tôl-kaer. Mes mar keret roi d’in kant skoed-all, me zo o vont da laret d’an ôtrou eo me ’m eus lazet ane.

— Oh ! a galon vad !

Ar pôtr yaouank a yeas da gât an ôtrou.

— Me, mestr, emean, am eus stouvet ar park en eur lazan an daou ejen hag o lakat o c’horfou en toullou. Michans, ôtrou, n’oc’h ket fachet ?

— Fouter, eme an ôtrou, en eur voustran war e vuzellou ha war e galon evit miret da ziskouez koler, oh !