Pajenn:Jezegou - An tri breur hag an aotrou. Arvorig, 1913.djvu/4

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 67 —
An tri breur hag an ôtrou (1)
————


Hag ar pôtr d’ar gwarem da droc’han lann.

Ar giez a vije bepred war e zeuliou. Pa zave e gein, e lampe gantan.

— Oh ! dampet e vo ! eme ar pôtr yaouank, c’houi ’peus kroget evit ar wech diwean, avad !

Hag hen daoni ganti eun tôl falz war he goug ha troc’han he fenn. Neuze he zougas betek eun toull konifl hag e voutas anei ebarz betek he lost.

Mare dek eur, e teuas ar vatez da zigas mern. Ganti oa boed bara gwiniz d’ar giez ha boed bara segal d’ar mevel.

(1) Gwelet Arvorig miz c’houevrer.