touseg ha savet diouz Pont-an-Traon, Per a oa eat e sebezenn hag e aon gant an avel, ha n’en doa ken mall nemet d’en em gaout e-touez e gamaraded, er bourk, na ken youl nemet da zispign e arc’hant gant kalz a fougaserez. Evel-se ez ea ken dinec’h ha biskoaz.
P’en em gavas dirak bali Kerfrekant, e kavas eno eur paour keaz dall o c’houlenn an aluzenn, ha, gantan, eur c’hi-barbed du, eur glozenn en e c’hinou.
— Ah ! eme Ber, setu aman eun dro vrao. Me ivez a zo bet o klask va bara hag a oar pegen diês eo beza paour. Mont a ran da rei d’ar paour keaz dall-man eun dournad arc’hant ; ha, ma kar o espern, e c’hello chom pell hep mont da glask.
Ha Per d’e c’hodell en eur dostaat ouz ar paour keaz dall. P’edo o vont da deuler e wenneg er glozenn a oa e ginou ar c’hi, heman a lezas e glozenn da goueza d’an douar, hag a zerras e zaoulagad, evel p’en divije mez o sellet ouz Per. Hag ar paour keaz dall a grias a vouez uhel, evel ma kri ar re a vez o c’houlenn an aluzenn er foariou pe er pardoniou :
— Krouadur, Doue ne fell ket d’ezan e kemerfen an arc’hant-ze.
— Sell ’ta, eme Ber outan e unan, setu aman peorien hag a zo rok an tamm anezo avad ! Ne fell ket d’ezan kemeret va aluzenn ? Mad, gwaz a ze evitan !
Ha Per adarre en e hent en eur lakaat e arc’hant en e c’hodell. Mes, e feson, hen taolas a-biou, rak, p’edo o pellaat, ar paour keaz dall a grias outan :
— Krouadur, koll a rit an arc’hant-ze.
Per, mezek, en eur zistrei ouz ar paour, a blegas da zastum e arc’hant, hep lavaret ger. En dro-man e oa piket e galon, pe e