Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Toull al lakez.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14

touseg (e broiou zo e vez lavaret tok-touseg). An unnek all a lammas er-meaz eus e c’hodellou hag a reas ar memes tra, hag, e-lec’h e grakilinennou, Per ne welas a bep tu d'ezan nemet daouzek kabell-touseg, c’houec’h a bep tu d’an hent, eun troad a-zindano holl, ha daou baz etre pep-hini anezo.



Per a chomas eun tamm sebezet. Eur zell a reas ouz e gouignou eat da gabellou-touseg ha, raktal, evel p’en divije mez, e tec’has kuit.

Ar vugale ne daolont ket kalz a spled [1] ouz an traou : ankounac’haat a reont buan. Eur wech troet e gein d’e gabellou--

  1. Spled, ivez pled, plê, attention, soin.