Pajenn:Inisan - Toull al lakez.djvu/34

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16

goustians, rak ententet mad en devoa. Ar paour ne lavare ket : koll a rit hoc’h arc’hant, mes koll a rit an arc’hant-ze.

— Daoust, emezan, hag heman en defe bet eur c’helou bennak eus va c’havadenn-me ?… Daoust hag heman a c’houfe n’eo ket, e gwirionez, an arc’hant-man d’in-me ?… Neuze avad… Mes nann, an dra-ze ne c’hell ket beza gwir ; n’oa nemedon war an aod, sellet piz em oa great en-dro d’in. Me ’doufe eo heman unan eus ar re-ze hag a vez oc’h ober o dall pe o c’hamm, er foariou hag er pardoniou, ha n’int ket dalloc’h na kammoc’h egedon-me. Heman en deus gwelet va arc’hant o vont a-biou d’am godell, ha setu perak en deus galvet ac’hanon.

Ha Per adarre en e hent.

N’en doa ket kalz da ober : kant paz c’hoaz hag edo war bave bourk Ploueskat.

Mintin e oa c’hoaz, ha dre-ze n’oa en em gavet den er foar ; stal ebet zoken n’oa c’hoaz digor. N’oa dre ar ruiou nemet bugale, o dilhad da zul ganto, savet abred eus o gwele, evit mont da c’haloupat ar bourk, da zigeri o ginou evit gouzout marteze e pelec’h e vije ar braoa pa vije ar foar en he feur [1].

Per a yeas d’o c’haout, an eil warlerc’h egile, o dastumas holl en-dro d’ezan, hag a lavaras d’ezo :

— Paotred, mar kirit, da c’hedal ma tigoro ar foar, ez aimp da di Janedig ar Bombonou da ober peb a gofad kouignou. Deuit holl ganen, hep aon ebet, me am eus arc’hant da baea.

— Ha gwir e c’hellfe beza kement-se, Per ? eme ar vugale souezet, rak gouzout a reant peger paour e oa tud Per.

  1. Feur apogée (d’une chose), épanouissement : eur paotr yaouank en e feur (klevet a vez ivez : en e fleur), un jeune homme dans la fleur de la jeunesse.