Pajenn:Inisan - Toull al lakez.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




TOULL AL LAKEZ
————
Laerez na miret madou den
Gant gouiziegez na ri biken.
Eur wech er bloaz da vihana
E kofesaï hep nac’h netra.


D’an nao a viz eost, er bloaz pemp kant seiz ha daou-ugent, goude maro hor Zalver Jezuz-Krist, war-dro teir heur goude kreisteiz, tomm an heol ken a boaze, eur marc’heg, gantan war e benn eun tok houarn, ha, war gern e dok houarn, eur pouchad [1] teo a rubanou ruz, ker ruz hag ar glaou, a ziskenne d’an daoulamm diwar-zu Ploueskat d’al lec’h m’eman breman Pont-Krist. E varc’h a oa digor e fronellou evel dor eur fourn, hag ar fronellou-ze a zivogede, evel pa vije bet an tan enno ; e zaoulagad a oa

  1. Pouchad (ivez bouchad), touffe, amas.