Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Toull al lakez.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6

liou ar gwad warnezo hag e gosteziou a oa gwenn-kann gant an eonenn ; poultrenn an hent bras a oa leun a bikou great gant ar c’houezenn a zivere dioutan, ker gleb e oa.

O klevet eur marc’h o c’haloupat ker buan, Per-Fanch ar Chrafer, — a oa azezet en disheol a-drenv eur roc’h a zo e beg gwaremm ar C'huiok, e-tal Pont-Krist, a-zehou pa ’z ear eus a Bloueskat da Lesneven, — a deuas d’ar red d’an traon da gaout an hent hag a zavas en eun taol war ar c’hleuz da c’houzout piou ’oa an hini a yea ker buan-ze. Digeri a rea e zaoulagad evel diou vrinikenn o sellet ouc’h ar marc’h hag ouc’h ar marc’heg pa deuas heman d’her gervel :

— Paotr, emezan, va marc’h en deus sec’hed : e pelec’h e kavin-me dour da rei d’ezan da eva ?

— Emaoc’h e-kichennik, eme Ber : dirazoc’h eman kanol ar C'hernig ; mes, mar kirit trei aman a-zehou, e vezo easoc’h d’eoc’h rei da eva d’ho marc’h, rak war an treaz eo kaletoc’h eget aze dirak, e-touez al lec’hid.

— Mad ! bale a-raok da ziskouez d’in.

Per a ziskennas en eul lamm diwar ar c’hleuz hag a yeas d’ar red a-raog ar marc’heg. P’en em gavas war an treaz, e lavaras d’ezan :

— Sellit, aze eman ar ganol ; aze ez eus dour-red.

— Ya, gwelet a ran, eme ar marc’heg.

Hag hen en hent war-zu ar ganol. Ne lavaras ket bennoz Doue da Ber, avad.

Ar marc’h, kerkent ha ma welas an dour, a bleg e benn, hag en em lakeas da gluka gant kement a herder, ma kleved, kant paz a, dro-war-dro, e c’hinaouadou dour o koueza en e gof.