ar vleizez koz er-meaz eus an dour, hi he-unan, pe gant he re vihan. Biskoaz n’hon eus gwelet netra, hag evelato, en eur zont d’ar gear, pa gomzemp a Doull al Lakez, n’oamp ket evit miret da zellet, gant enkrez, en-dro d’eomp, gant aon na vije deuet ar vleizez koz, a-dreuz an douarou, war hon lerc’h ha da razailha warnomp, pa sonjfemp an nebeuta.
Ha n’eo ket hor mammou-ni hepken a lavare an traou-man d’o bugale, ar mammou all a dro-war-dro a lavare ar memes tra, hag an holl vugale, kerkouls ha ni, a dec’he dioc’h Toull al Lakez.
Goulenn a rit diganen, va c’hamarad Fanch Ar Moan, perak e rea Toull al Lakez kemend-all a aon d’an Arvoriz, paotred diskramailh, dispont koulskoude, ha boazet diouc’h ar mor doun. Setu aman, goude beza klasket e meur a lec’h, ar pez am eus kavet war gement-se el leoriou bras.