Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/99

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
91
emgann kergidu

beza kriz, paotred Breiz-Izel a zalc’haz mad d’ho c’hreden ha ne zoublchont ho fenn na dirak gourdrouzou, na dirak krizder, na dirak tennou ar republikaned. Traou ker kriz hag an dra-man a velimp c’hoaz e leac’h-all, hag e leac’h-all ez oar bet ker stard e feiz hon tud koz evel e Guimilliau hag e Sant-Thegonnek.

Antronoz vintin, en eur zistrei da Vontroulez, ar zoudardet a ieaz dre vourk Sant-Thegonnek. Goude an taol o doa great var hent Santez-Berc’hed, e kave d’ezho e krenche an oll diraz-ho, hag e rachent eno ar pez a garchent.

— Bremaik, soudarded, eme ar c’habiten, e velfot pegement a brez a vezo gand Sant-Thegonnegiz da rei d’eomp peb a damm da zibri ha banneou da eva,

— Ne raio ket an dra-ze a zrouk d’eomp, kabiten, rak abaoue deac’h da noz n’hor beuz bet grinsenn, ha ne ket goal domm an noz c’hoaz evit chomm er meaz da loja.

— Nann, eme unan euz ar zoudarded, evidon-me a ioa skournet dija, ha n’em euz gellet tomma dign, nemed e fors da lopa var ar goueriaded.

— Na me ken nebeut, eme eun all.

— Gortozit, eme ar c’habiten, abarz eun heur aman e vezo karget ho kof d’ehoc’h.

— Guell a ze, eme an oll.

Hag int-hi da vale buanna ma c’hellent varzu Sant-Thegonnek.

Kerkent ha m’ouent en em gavet, ec’h ejont da c’houlenn da zibri ha da eva. Mez lavaret e oue d’ezho, e pep ti, n’oa na tamm na banne ; n’oa ket bet a amzer c’hoaz da boazad bara, re vintin oa ; ha n’oa ket a arc’hant enn tiez da vont da brena guin ha guin-ardant da Vontroulez. Hag e guirionez, an traou a ioa gorrennet ker piz, ma n’oue kavet netra e neb leac’h : var c’hed edo an oll euz ar zoudarded.

O klevet kement-se, ar c’habiten a ieaz drouk ennhan hag a c’halvaz ar mear d’he gaout.

— Ni a zo soudarded ar Republik hag a rank kaout da zibri ha da eva.

— Beza digaset ganeoc’h ’ta neuze, eme ar mear. E Sant-Thegonnek n’euz na tamm na banne.

— Pa lavaran d’ehoc’h e rankan kaout.

— Ha pa lavaran d’ehoc’h n’euz ket da rei d’ehoc’h.

— Klevet hoc’h euz, emichans, petra zo c’hoarvezet, en noz tremenet, enn Hent-Doun, var dro Santez-Berc’hed ?