Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/100

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
92
emgann kergidu

— Ia, klevet em euz oc’h euz merzeriet kals tud dinoaz.

— Mad, ar memez tra a c’hellfe c’hoarvezout aman, ma ne ziouallit.

— Breman eo sklear an deiz hag e veler ac’hanoc’h. N’hor beuz ket kals aoun : Doue n’hon dilezo ket.

— Doue ! Doue ! me a lakaio ac’hanoc’h da ankounac’h anezhan.

— Biken !

— Me a lammo a zirak ho taoulagad kement tra a c’hellfe digas sonj d’ehoc’h anezhan.

— N’hoc’h ket evit ober an dra-ze.

— Me a lakaio diskar d’an traon tour braz Sant-Thegonnek ha freuza hoc’h iliz ker kaer, hag er c’his-se, ne jomo netra ganeoc’h evit digas da sonj d’ehoc’h euz ho fals-kredennou hag euz a ziotachou an amzer goz.

— Diskarit an tour ha freuzit an iliz, mar kirit ; da viana e rankfot lezer ganeomp ar stered a zo enn env, a veler a belloc’h eget hon tour, hag a lavaro d’eomp bepred euz eun Doue hag a roio, er bed-all, da bep hini hervez he ober var an douar.

Ar c’habiten a droaz kein, eb lavaret ger ; daoust hag aoun a grogas ennhan, o klevet mear Sant-Thegonnek o komz er c’his-se ? Da viana, mont a reaz kuit eb goulenn na tamm na banne.


————
EIZVET PENNAD


————
Gouel MIRABEAU e kear Lesneven


Ne gountan d’ehoc’h nemed eun nebeudik euz ar reusiou a reaz an dud difeiz enn hor bro, rak poan a ra d’ar galoun kounta diotachou ha diskianterez lod euz hon tud. Nebeut zo euz hon ilizou ha ne ouent ket saotret enn eur c’hiz bennag. Hoc’h unan eo eaz d’ehoc’h guelet ne ket gaou ar pez a lavaran. Pa’z it enn eun iliz, savit ho taoulagad, hag e velfot, a bep tu, sent dibennet, mein-benerez ar re vraoa ki-