zellet, torret ha bruzunet a daoliou morzol diskiant ; guer livet enn eur c’hiz ken dudiuz, faoutet, e meur a damm, abalamour ma’z oa varnezho patrom hor Zalver, staget ouc’h ar groaz. Ha var an hentchou, pet kroaz na velit-hu ket diskaret, torret ho divreac’h dre gounnar ouc’h an Aoutrou Doue ? Enn eur ger, e pep iliz, e pep leac’h ha dre-oll, e tiverket hano Doue. Kaout a rea d’an dud diskiant-se e c’helchent displanta euz a galoun an den ar sonj a Zoue, abalamour ma ne lezent he hano nag he skeuden na var goat, na var guer, na var mean.
Na dit ket da gredi evelato e ve bet great an oll diskianterez difeiz-se gand tud hor bro. Nann. Lezer ober a reant, avad. Ar Breizad, evithan da veza dispount dirak an tan hag an dir, a zo aounik, spountik meurbed dirak an divroidi ; pe evit lavaret guell, ar Breizad a lez he skiant vad a gostez evit kredi ha mont da heul an hini a deuio da gounta d’ezhan sorc’hennou burzuduz, dispar ha diskiant, ma ne ket euz he vro, ma ne gomz ket iez he dudou koz ; abalamour da ze ez eat a-unan gand an divroidi a rea enn hor bro an traou fall a gountan aman.
Guechall edo an traou er c’hiz-se ; daoust hag herrio ne ket er memez tra ? Deuet, e n’euz fors pe seurt parrez, eun divroad bennag, hag e ve eur bleoier, eur marc’hadour bleo, ur marc’hadour krec’hign gozed, hag e ve zoken eun trouc’her moc’h e ve, an dra-ze ne ra man, gant ma vezo komzou gallek, mad pe fall, enn he c’hinou, gant ma raio he baotr rok, dreist pep tra ma vez dillad aoutrou var he gein, e troio hag e tistroio an oll enn tu ma karo, e lakaio tud ar barrez da goll ho fenn hag e kaso d’he heul zoken ar re binvidika, ha, var ho meno, ar re skianteka euz ar vro. Ha ne ket guir ?
Mad, mar kavit abek enn ho tudou koz, distroit hoc’h-unan var an hent mad, ha kasit d’ar foar, divar ho tro, kement galouper-bro a deuio da viret ouzoc’h da vale a-unan gant an dud skiantek euz ho parrez, ha dreist-holl, gand ho peleien karget gant Doue d’hoc’h hentcha.
Evelato n’oa ket deuet, enn eun taol, hon tud koz da veza kriz ha difeiz avoualac’h evit terri er c’hiz-se ho fenn ouc’h ar zent hag ouc’h ar c’hroaziou, araok oa lammet euz ho c’haloun, guella ma c’hellet, doujanz Doue. Ha setu aman petra a rejor, e Lesneven, evit dont a benn a gement-se.
An divroidi milliget, o tigouezout e Breiz, a zachaz e berr amzer kalz a dud var ho lerc’h, dre ma c’houient pegement