e karie ar Vretouned ar pardoniou hag ar goueliou. Meur a veach o doa guelet parresiou a bez o vont da bardouna da Lokrist-an-Izelvet, da Folgoat, da Rumengol ha da feunteun Santez-Vendrok, e Trelez. Hag e troaz enn ho fenn ober eur gouel enn enor da unan euz ar pennou kenta euz an dispac’h, d’an hini anezho a rea muia trouz dre ar vro. He hano oa Mirabeau, eun alvokad glabouser a Baris. Mez, evel n’oa ket Mirabeau tamm henvel ouc’h sent Baradoz an Aoutrou Doue, ne felle ket d’ezho ken nebeut e viche he c’houel henvel ouc’h goueliou ar zent koz. Setu perak e oue embannet e kear Lesneven, e Plouzeniel, e Folgoat, e Kernouez, e Plouider hag enn oll barresiou-all a dro-var-dro, beteg e Pagan, ar pez a zo aman varlerc’h :
« Selaouit, paotred a Vreiz, hag e klefot guell a-se : Bete vreman, e velomp ac’hanoc’h, ho chapeled enn ho tourn, o vont d’ar pardoniou en eur gana kantikou hag a laka an dud da gousket. Er pardoniou-ze, ne glevit nemed sermoniou hir, inouuz, mad da vantri ho spered ha da lakaat ac’hanoc’h da goll ho penn dre ho diskianterez. Ni a zo deuet enn ho touez evit tenna euz ho penn an huvreou diot lakeat ennhan gand beleien ne ouzont netra ; ni a zo deuet dre aman evit skerijenna ac’hanoc’h, evit diskouez d’ehoc’h penaoz tremen ar vuez-man eb dizec’ha, var ho treid, gand an dristidigez. Ni a ia da ober eur gouel enn enor d’an hini en deuz great muia vad d’ar vro. Mez hor goueliou-ni ne vizint ket henvel ouc’h ho re-c’houi. Ganeomp-ni ne vezo nemed ebatou ha c’hoariou evit diskuiza ar c’horf ha laouennaat ar galoun. Ne vezo kanet nemed kanaouennou a vrezel, a lakai kaloun an oll da dridal, ha, da ziveza, ec’h azezimp oll ouc’h an daol evit dibri, evel breudeur, eur fest ha ne vanko ennhan na cher-vad leiz kof, na guin koz da eva gand ar skudel.
« Kement den a zo e karg a dle dont d’ar gouel a reomp e Lesneven ; alia a reomp ive an oll da zont, kerkouls an hini koz hag an hini iaouank, kerkouls ar merc’hed hag ar goazed, kerkouls ar paour hag ar pinvidik.
« Deuit ! Deuit ! Deuit oll ! n’ho pezo ket a geuz. »
Evit rei muioc’h a dro hag a lid d’ar gouel, e oue lakeat, e kreiz kear, etre ar c’hoc’hi hag an iliz, var hent Brest, peder barrikenn var ho zal, evel pevar beul, da ober pevar bilier, ha var ar barrikennou-ze, plench da ober solier. E kreiz ar zolier-ze, var eur piltoz koat dero, evit beza guelet a bell, oa lakeat skeuden, pe batrom Mirabeau.