Mont d’an endalc’had

Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/98

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
90
emgann kergidu

Ar belek : Ab irâ et odio et omni malâ voluntate,

Dioc’h ar gounnar, ar gasoni ha bep c’hoant fall,

Ar bobl : Libera nos, Domine !

Pellait ac’hanomp, Aoutrou !

N’oa ket achu an diskan gand ar bobl, pa glefchor ar c’habiten o krial a-bouez he benn :

— Tan, soudardet !

Daou c’hant tenn fuzil a grozaz a-hed an Hent-Doun, ha kalz euz a dud hor bro, goazed ha merc’hed, a gouezaz d’an douar flastret ho fenn, torret ho izili, toullet ho c’horf... An dud paour ! n’edont ket var evez, ne c’houient petra da ober. Ar re n’oant ket glazet a zelle enn dro d’ezho da c’houzout petra ioa c’hoarvezet...

Ar c’habiten a griaz evit an eil gueach :

— Tan adarre, soudardet !

Hag, evit an eil gueach ive, daou c’hant tenn a ziskaraz tud d’an traon, a beur-lazaz lod-all, e kreiz an noz, enn Hent-Doun !!...

Neuze e savaz eur c’hemesk braz etouez tud paour hor bro. Anaout a rejont oa dizoloet ho mennoz hag oa deuet ar republikaned d’ho gortoz evit ho laza-oll, pa vichent o vont dre an Hent-Doun. Ar re n’oant ket goal dizet a zammaz var ho chouk ar re a ioa kouezet en ho c’hichen, evit ho c’has ganto d’ar gear, d’ho lakaat enn douar binniget, e bered ho farrez. Esa a rejont kemeret an teac’h dre zaou benn an hent, mez ar zoudardet a ioa dilammet divar ho c’hleuz hag a viraz outho. Ped ne oue ket lazet neuze c’hoaz a daoliou baionnettez ! Evelato strafillet-oll, hag eat er meaz anezho ho-unan, e teuchont a benn-herr hag a strob var ar zoudardet ; lod a oue goal-lakeat adarre, mez kals a c’hellaz tec’het, heman he dad ganthan ouc’h he gein, hennez he c’hoar, egile eun amezek. Lod-all a c’hellaz skrimpa var ar c’hleuziou dioc’h an daou du euz an hent hag a ieaz da guzet etouez al lann ken na deuaz an deiz varnezho. Ped den a oue lazet eno dre drubarderez ? Ped den a oue merzeriet en deiz-se, abalamour d’ho c’harantez evit Doue, var hent Santez-Berc’hed ? Den n’her gouezo biken.

Ha neket guir int eat dre bep seurt hentchou, o deuz great an traou fallakra, an traou krisa, paotred ar republik, evit lakaat ar Vretouned da fall-galouni ha da drei kein d’an Aoutrou Doue ? Ha ne ket guir o deuz great guella ma c’hellent evit disc’hrisienna ar feiz euz hor bro ? Mez kaer o doe