leo bennag ac’halenn. Eno, mar d-eman an Aoutrou er gear, e klevi ar pez en deuz c’hoant da c’houzout an Aoutrou Kerbalanek, ha, ma n’eman ket er gear, e vezo lavaret did e peleac’h eman. Mont a ri betek ennhan, kousto pe gousto, ha klevet a ri ganthan, ha gand ar vistri-all, ar pez a ranko da ober hor mestr-ni, an Aoutrou Kerbalanek.
— Ho komzou, Iann, a zo ken hirvouduz ha klemmou an anaoun. Lavaromp hor pedennou a zo guelloc’h d’eomp ma’z aimp da velet penaoz eman an traou. Marteze, el leac’h mont d’ar prizoun da loja everr, e kouskimp fenoz en eur guele plun, e maner Sant-Iann-Kerdaniel ; me ne garan vouela nemed pa vez red.
Hag en eur lavaret ar c’homzou-ze, Per Kemener a ioa an dour enn he zaoulagad. Hennez a ioa eun den a galoun, ar Per-ze !
— Ia, mad a leverez, Per, eme-ve, ar beden a ra vad. Doue a deui d’hor sklerijenna ha da rei nerz d’eomp.
A-veac’h ma oamp savet enn hor za, goude hor pedennou, ma velchomp o tont er c’hraou mab kosa Jan-Mari hag he verc’h, kel laouen hag an heol.
— Ac’hanta, emezho, setu aze pedennou hag a zo hir avad !… Eun tammik hirroc’h eget ar re deac’h da noz… Alo, hastit affo, hon tad a zo skuiz ouc’h ho kedal.
— Ia, guir a livirit, eme Ber, deuit, Iann, rak me zo goullou va c’hof ; ne ouzounn ket da beleac’h eo eat ar banne zoubenn am boa bet deac’h da noz.
Mont a rejomp varlerc’h ar mab hag ar verc’h, en eur zellet an eil ouc’h egile, rak ne c’houiemp ket petra iea da c’hoarvezout ganeomp.
Kerkent ha ma oamp en em gavet enn ti, Jan-Mari a deuaz d’hor c’haout, en eur lavaret d’eomp :
— Me gave dign oac’h adarre en em roet da gousket, pe chommet, dre ho pedennou re hir, da inoui an Aoutrou Doue hag he zent er Baradoz. Alo, deuit aman buan ma tebrimp peb a damm.
Hag en eur lavaret se, e kasaz ac’hanomp da eun tammik kambr vian a ioa e lost an ti.
An digemer hon doa bet en dervez araok en doa mantret ac’hanomp, ha great zoken aoun d’eomp ; an digemer a rear d’eomp er mintin-man a laka souezet meurbed hor spered. Ha c’houi, en hor leac’h-ni, a viche c’hoarvezet ar memez tra ganeoc’h. Deac’h da noz n’oa hemed eur c’hos-banne