Pajenn:Inisan - Emgann Kergidu.djvu/55

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
47
emgann kergidu

zoubenn hag eun tamm bara zeac’h, hag er mintin-man, er gamprik vian-man, var an daol, ez euz eur banne soubenn ar c’hik euz ar re vella, kik poazed enn dour, kik poazed enn amann, sistr ha guin da eva kement ha ma karer. Me her lavar d’ehoc’h, enn noblansou pinvidika ne vez ket guelloc’h pred.

Per ha me, evel daou zen diot, a jomme mud da zellet an eil ouc’h egile.

— Ac’hanta, eme Jan-Mari, en eur rei d’eomp peb a skudellad soubenn, ankounac’heat hoc’h euz dibri boued, abaoue ma’z oc’h bet o loja etouez ar c’holo? Ha c’houi, va bugale, azezit aman, ho pemp, da zibri peb a damm gand an dud vad-man.

P’am boue debret eun tamm hag eved eur banne sistr mad, e teuaz eun tammik bian va zeod dign, hag e liviriz da Jan-Mari :

Ne ouzounn ket perak e roit d’eomp herrio eur pred ker mad, c’houi, ha n’ho poa roet d’eomp deac’h nemed peb a gos-banne zoubenn. Ne ouzounn ket perak hoc’h ker seder ha kel laouen herrio, c’houi hag a ioa deac’h du ho penn ha rust evel eur bod spern. Lavarit dign perak hoc’h troet er mintin-man evel ma’z oc’h.

— Ia, her lavaret a rign d’ehoc’h a galoun vad. Deac’h, pa’z oac’h deuet d’am zi, oac’h deuet gand eun den ha n’en deuz brud vad ebed er vro ; gand he japeled e vez var an hent oc’h ober he bilpouz, o tenna digant an dud vad kement a c’houzont. Kerkent ha m’en deuz klevet eur c’helou bennag, e red da gear d’her lavaret d’ar republikaned. Eur spier eo, ha, meur a veach, ounn bet dija diskuliet gant-han, her gouzout a ran. C’houi, evel ma’z oc’h daou zen mad, a c’helle beza tud fall ; red oa dign ive ’ta disfiziout ac’hanoc’h, rak enn amzer zo breman e ranker diskredi var an oll, dreist pep tra var an divroidi. Her lavaret a ran d’ehoc’h breman, en eur c’hoarzin, kredi a rea dign oac’h deuet da c’houlen loja diganen evit lakaat an tan varnomp, pe evit digeri, epad an noz, dor va zi d’ar republikaned.

— Evit goall baotred e kemerac’h ac’hanomp, e fesoun ?

— Ia, hag abalamour da ze va zri mab ha me a ioa var evez ac’hanoc’h.

— Ha penaoz hoc’h euz anavezet n’emaomp ket a du gand ar republikaned, ha n’oamp ket deuet da loja d’ho kear evit lakaat an tan varnoc’h ?